Twitter

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Twitter
Twitter logo.svg
Diorroer Twitter
Kentañ stumm 21/03/2006
Endro Lies-savenn
Yezhoù Lies-yezh
Doare Rouedad sokial, kelaouiñ
Skrivet e Java, Ruby, Scala
Lec'hienn web https://twitter.com/

Ur benveg da grouiñ ur rouedad sokial eo Twitter. Mikroblogoù a c'heller sevel er mod-se a-benn ma c'hello an implijer lavarout d'e rouedad ar pezh emañ oc'h ober.

Kemennadennoù a c'heller kas pe resev dre internet, dre bostelerezh prim pe niverel.

tweets a vez graet eus seurt kemennadennoù : berr int dre ret (140 lizherenn).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

brastres war paper eus Twitter (a oa anvet « stat.us » d'ar mare-se).

Twitter a zo bet krouet e San Francisco e-kerz start-up Odeo Inc. krouet gant Noah Glass hag Evan Williams. Noah Glass a werzhe AudioBlogger, ur poellad a servije da gas restroù klevet war ur blog a-drugarez d'ur pellgomz. Even Williams a oa anavezet evit bezañ unan eus diazezerien ar gevredigezh Pyra Labs hag a oa pec'henn war al lec'hienn Blogger, hag a zo bet adprenet gant Google e 2003. Odeo a ginnige ul lec'hienn herberc'hiañ, skignañ hag enrollañ podcastoù.

E-kichen ar servij podcast-mañ e-lec'h ma'z eus kalzik a gevezerezh, Jack Dorsey, dispatchour evit ur gompaniunezh taksi, ha Noah Gladd, bet ingaler er 911, niverenn an trummadoù amerikan, a zo karget da ziorroiñ ur servij nevez.[1]

Ar mennozh orin a oa kinnig d'an implijerien deskrivañ ar pezh e oant oc'h ober dre SMS. Digoret d'an holl d'an 13 a viz Gouere 2006, ar c'hentañ stumm a oa anvet stat.us ha twittr da c'houde, o venegiñ al lec'hienn rannañ fotoioù Flickr, hag evit echuiñ: Twitter.[2][3]

D'ar 25 a viz Here 2006, lodennoù Odeo a zo bet adprenet gant Obvious Corp[4]. E miz Ebrel 2007, ur gevredigezh dizalc'h zo bet krouet gant an anv Twitter, Inc. gant Jack Dorsey e penn betek miz Here 2008, tra ma kemer Evan Williams e blas.[5] Ar gevredigezh he deus 29 implijad e miz C'hwevrer 2009[6].

Twitter en deus gounezet ivez ar priz 2007 South by Southwest Web Award er rummad blogoù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Servijoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en)Interview, Seesmic Day 44.
  2. (en)Twttr is Alive, EVHEAD, embannet e miz Gwengolo? 2006.
  3. (en)We Bought the Vowels (and a blimp too): Twitter Relaunches, EVHEAD, embannet e miz Gwengolo 2006.
  4. (en)The Birth of Obvious Corp., EVHEAD, embannet d'ar 21 a vie Gwengolo